Un dazont arvarus gant ar yezh

Un dazont arvarus gant ar yezh

Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Rummet emañ gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar bras da vervel (Atlas of the World's Languages in danger of Disappearing. Unesco 2001).

Publié le 13/04/2006
Modifié le 23/05/2018
A- A+

Dalc'het en deus implij ar brezhoneg da ziskenn e-doug an XXvet kantved : unan eus yezhoù Frañs o deus gouzañvet ar muiañ eo ar brezhoneg ; dindan ur c'hantved eo bet rannet niver ar vrezhonegerien dre 10.

E 1999, e save niver ar vrezhonegerien en oad gour da 263.850 e Breizh pemp departamant, ar pezh a zo kement ha 8,5% eus ar boblañs ouzhpenn 18 vloaz (diwar an EBSSA, rann yezhoniezh an enklask war Studi Istor ar Familhoù 1999).Kozh eo ar vrezhonegerien : e 1999, tri brezhoneger diwar bevar a oa ouzhpenn 50 vloaz hag unan diwar zaou, ouzhpenn 65 bloaz.Splann eo emañ ar brezhoneg en arvar p'eo aet war-souz an niver a familhoù ma oa brezhoneg etre an dud hag o bugale. Er bloavezhioù 1950 eo bet anat an troc'h yezh-se er familhoù. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez a tost an holl vugale e galleg gant o zud, diwar-goust ar brezhoneg a reer ral a wech gantañ ha peurliesañ ur wech dre vare pa vez.

Bretoned tomm-tre ouzh o yezh

92 % eus ar Vretoned a fell dezho e vefe miret ar brezhoneg, padal e oa 76 % anezho e 1991 (diwar ar sontadeg kaset da benn e Breizh a-bezh da vare miz Du 2001 gant TMO diwar c'houlenn Buhez ha France 3 Ouest da-geñver an diskouezadeg 'Parlons du breton !' ).

82 % eus ar Vretoned a sav a-du gant : 'hor yezh rannvro eo ar brezhoneg'. Gwall uhel eo ar c'henfeur, el Liger-Atlantel zoken m'o deus 67% a dud respontet e oa ar brezhoneg o yezh rannvroel.

Ar c'helenn war ziorren

Tachenn gentañ ad savidigezh ar yezh eo ar c'helenn er skolioù. En distro skol 2004, diwar an 827.000 bugel bennak skoliataet e Breizh (kelennadurezh hollek, teknikel ha micherel) e oa 9 668 er c'helenn divyezhek (brezhoneg-galleg), e-barzh an holl hentennoù (Diwan, publik, katolik).Goude ma chom dister-dister niver ar vugale en hentennoù divyezhek e-keñver an holl skolidi e Breizh c'hoazh (1 %), eo a-bouez-tre levezon ar skolioù-se war santimant ar Vretoned war o yezh.

Bep bloaz ez eus eus 10 da 15 % kresk gant niver ar vugale skoliataet en hentenn divyezhek. Dre bemp eo bet lieskementet an niver-se dindan 10 vloaz. Ul luskad adperc'hennañ ar brezhoneg a vez santet gant an dud deuet : e 2004, war-dro 6 000 oadour o deus desket brezhoneg, er c'hentelioù noz, da-geñver stajoù pe dre lizher.

Brezhoneg er vuhez foran

War-zu un endro divyezhek gallek-brezhonek ez eer e Breizh. War gement hent-departamant e kornôg Aodoù-an-Arvor hag e Penn-ar-Bed e stalier ur panellerezh divyezhek bremañ.E kumunioù zo, evel Landerne, Lannuon, an Oriant, Pondivi, Pluguen, ha Kemper? ez eus bet roet lañs da bolitikerezhioù-blein a-benn kas ar yezh war-raok, da skouer dre staliañ ur panellerezh-hent en div yezh.An tuadur-se a zo eus divyezhekaat an endro yezh a vez merzet e bed an armerzh ivez. N'eo ket mui ar brezhoneg un estren e bro an armerzh : kregiñ a reer d'ober gantañ evit ar bruderezh, war panellerezh ar stalioù, evit an dafar daremprediñ, da skouer e lakaer treiñ lec'hiennoù Kenrouedad e brezhoneg.

Brezhoneg er media

Intrudu zo bet da gas obererezhioù evit ar re yaouank war dachenn an embann hag ar c'hazetennerezh.Mont a ra an embann e brezhoneg d'ober un dekvedenn eus an holl embannadurioù bloaz e Breizh, da lavaret eo etre 80 ha 100 embannadenn. N'eo goloet Breizh gant ar skingomzoù brezhonek nemet war ul lodenn anezhi : 95 % eus an abadennoù a vez skignet e kornôg Breizh hepken. Ezhomm a zo da gaout ur radio o komz eus kement tra zo e brezhoneg hag a vefe klevet e Breizh a-bezh.

War France 3 Ouest, chadenn bublik anezhi, ez eus brezhoneg bemdez, hogen en hanterenn gornôg Breizh hepken hag amzer pemp munut a geleier lec'hel hepmuiken. A-hend-all e vez skignet ur magazin 45 munut, e anv Red an amzer, war rannvro Breizh.

TV Breizh, chadenn brevez anezhi, a zo aet e 2000 da vrasaat ar c'hementad a abadennoù kinniget e brezhoneg betek-henn, a skign war-dro 5 eurvezh e brezhoneg bep sizhun. E pep lec'h e c'heller gwelet TV Breizh e Frañs met war un torkad dre loarell a ranker paeañ, ar pezh a zistera a galz he levezon war ar boblañs dre vras.

Rechercher un hébergement à proximité
Contenus sponsorisés